Purmerend

Lec'hiadur Purmerend
Banniel Purmerend
Ardamez Purmerend
Krugell oadoù Purmerend (01/01/2008)

Purmerend (distagañ :[1]) a zo ur gumun hag ur gêr e proviñs Noord-Holland en Izelvroioù. 24,56 km2 eo gorread Purmerend (douar : 23,74 km2, dour : 0,82 km2). D'an 31 a viz Mae 2009 e oa 78 846 annezad enni. Tro-dro da bPurmerend ez eus polderioù evel hini Purmer, Beemster ha hini Wormer. Dont a reas Purmerend da vezañ kreiz kenwerzh ar rannvro, daout ma keskas goustad he foblañs. Er bloavezhioù 1960 e krogas ar boblañs da greskiñ, eus 10 000 den betek ouzhpenn 70 000. Kreskiñ a reas ivez an niver a diez, da lojañ tud a labour en Amsterdam. Kenderc'hel a ra ar c'hresk hiziv an deiz[1]. An distrigoù da-heul a ya d'ober kumun Purmerend : Centrum ('het stadje'), Zuiderpolder, Overwhere-Noord, Overwhere-Zuid, De Gors, De Gors-Zuid, De Gors-Noord, West, Purmer-Zuid, Purmer-Noord, Wheermolen, Weidevenne, Baanstee-West, Baanstee-Oost, Baanstee-Noord, De Koog, Molenkoog ha Hazepolder. E kumun Purmerend emañ ivez Purmerbuurt hag ul lodenn eus Purmer (Purmer a zo rannet etre Edam-Volendam ha Waterland).

  1. http://en.wikipedia.orgview_html.php?sq=Jeffrey Sonnenfeld &lang=br&q=Randstad

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search